Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 9:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Neuze e lavaras d’e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

37 Neuze e lavaraz d’he ziskibien: An eost a zo braz, mes al labourerien a zo neubeud anezhe.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

37 Nezé e laras d’é zisciplèd: Un æst bras e zou, mæs n’en dès chet calz a vedérion.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 9:37
17 Referencias Cruzadas  

Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.


Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c’hoprañ labourerien evit e winieg.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.


Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur.


Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.


Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.


Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc’he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d’hor sikour.


rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d’ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ.


Rak ni a zo oberourien gant Doue. C’hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.


Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,


Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac’hanoc’h. Bez’ int eus an amdroc’h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon.


Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.


Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos