an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
Mazhev 9:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ho daou lagad a oe digoret; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret: Diwallit na ouefe den an dra‐ze. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ou deulegat e oé digueoret: Ha Jesus e zivenas d’oh‐t‐hai, én ul laret: Dihoallet ne houyou dén en dra‐zé. |
an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus ar prizon ar re zalc'het hag eus an toull-bac'h ar re a zo o chom en deñvalijenn.
Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc’hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Hag ec’h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c’hourc’hemennas reiñ dezhi da zebriñ.
Hag e tifennas outañ n’en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.
He c’herent a voe gwall souezhet, met eñ a c’hourc’hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c’hoarvezet.