Mazhev 9:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c’homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes it, ha deskit petra a zinifi ar gomz‐man: Mizercord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis; rag n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quêrhet‐enta, ha disquet petra e venne laret er honzeu‐men: guél é guet‐n‐eign en trugaré aveid er lahéreah; rac ne don quet deit de glasq er ré glan, mæs er béherion. |
Eñ a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh a reas David p’en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
Pe n’hoc’h eus ket lennet el lezenn penaos d’an deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam?
Mar gouefec’h ar pezh a dalv: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, n’ho pefe ket kondaonet tud didamall.
Eñ a respontas: Ha n’hoc’h eus ket lennet penaos ar C’houer, er penn-kentañ, a reas anezho gwaz ha plac’h,
Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?
Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob?
ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.
Jezuz, o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. N’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
Jezuz a respontas dezho: Ha n’eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C’hwi a zo doueed?
O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.
Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.
o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhañ evel Priñs ha Salver, evit reiñ da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec’hedoù.
An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.