An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.
Mazhev 7:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kalz a lavaro d’in en deiz‐se: Aotrou! Aotrou! ha n’hon euz‐ni ket profetiset en da hano? Ha n’hon euz‐ni ket kasset kuit an drouk‐sperejou en da hano? Ha n’hon euz‐ni ket great kalza viraclou en da hano? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hilleih e larou deign‐me en dé‐zé: Eutru, Eutru, ha n’hun nès ni quet diouganet en hou ç’hanhue? ha n’hun nès ni quet casset quit en droug‐sperèdeu en hou ç’hanhue? ha n’hun nès ni quet groeit calz a treu berhudus en hou ç’hanhue? |
An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.
Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.
diougan an hini a glev gerioù Doue, an hini a wel gweledigezh an Holl-C'halloudeg, an hini a stou hag a zigor e zaoulagad.
Ouzhpenn-se, e lazhjont rouaned Madian gant ar re all: Evi, Rekem, Zur, Hur, Reba, pemp roue Madian. Hag e lazhjont ivez gant ar c'hleze Balaam mab Beor.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.
Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n’o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken.
Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad,
Met c’hwi, breudeur, n’emaint ket en deñvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc’h evel ul laer,
pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc’h eus d’an testeni hon eus douget deoc’h.
Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.
Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc’h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.
Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.