Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Abalamour da ze ive eo e souffran an traou‐man; koulskoude n’em euz ket a vêz, rag gouzoud a ran en piou em euz credet, hag em euz an assurans penaos, dre he c’halloud, e viro beteg an deiz‐ze ar pez em euz fiziet enhan.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 1:12
58 Referencias Cruzadas  

Va Doue, ennout e fizian, ra ne vin ket mezhek! Ra ne laouenaio ket va enebourien diwar va fenn!


Va zennañ a ri eus ar pech o deus stegnet din, rak te eo va repu.


Niveriñ a rez va dont ha va mont, laka va daeroù ez lestr. Ha n'emaint ket ez levr?


An AOTROU a zo ur repu evit an hini gwasket, ur repu en amzer an estrenvan.


Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.


An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon, setu perak n'on ket mezhek. Lakaet em eus va dremm heñvel ouzh ur maen, ha gouzout a ran ne vin ket abafet.


Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.


An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.


hag ar broadoù a espero en e anv.


Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n’o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken.


Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?


Me a lavar deoc’h penaos en deiz-se, e vo dousoc’h da Sodom eget d’ar gêr-se.


Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.


Ne bedan ket ac’hanout d’o lemel eus ar bed, met d’o diwall diouzh an droug.


Den ne c’hell dont da’m c’havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c’haset, ha en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.


Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c’hasjont kuit eus o bro.


Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.


Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!


hag e tiskouezin dezhañ pegement e tleo gouzañv poan evit va anv.


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


hervez ma’z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.


Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.


labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.


hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.


Evel-se ec’h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv,


Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.


Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist


o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.


Met c’hwi, breudeur, n’emaint ket en deñvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc’h evel ul laer,


O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc’h en em virout diouzh ar c’homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c’houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,


Mir ar pezh a zo bet fiziet ennout gant sikour ar Spered-Santel a chom ennomp.


Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n’en deus ket bet mezh eus va chadennoù,


Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc’h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.


Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,


e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


rak, o vezañ bet temptet e-unan er pezh en deus gouzañvet, e c’hell sikour ar re a zo temptet.


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.


Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n’en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.


Evel-se eta, ra zeuio ar re a c’houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C’hrouer feal en ur ober ar mad.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos