Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n’o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 Mes den ne anavez an deiz nag an heur‐ze, nag an êlez euz an env ken‐neubeud, n’euz nemed va Zad hag ho anavez.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

36 Mæs aveid en dé hag en amzér‐zé, ne houér dén nag en Ælèd en Nean, meit me Zad hemb‐quin.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:36
10 Referencias Cruzadas  

Hennezh a vo un deiz dibar, anavezet gant an AOTROU. Ne vo na deiz na noz, met d'abardaez e vo sklêrijenn.


Beilhit eta, rak n’ouzoc’h ket da bet eur e teuio hoc’h Aotrou.


Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.


Beilhit eta, rak n’ouzoc’h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.


Evit ar pezh a sell ouzh an deiz pe an eur, den n’o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.


Eñ a lavaras dezho: N’eo ket roet deoc’h anavezout an amzerioù pe ar c’houlzioù en deus merket an Tad en e c’halloud e-unan.


gouzout mat a rit hoc’h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz.


Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.


Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.


Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos