Mazhev 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa bedi, na ra ket evel an hipocrited; rag int a gar pedi en ho za er sinagogou hag e corn ar ruiou, evit beza gwelet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pe bedet, ne vehéh quet él en dud lan a gueùïér, rac ind e gar pedein en hou sàüe ér synagogueu, hag é corneu er henteu, aveid me véint guélet gued en dud. E guirioné e laran d’oh, penaus digueméret ou dès ou gôbr. |
Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.
Pep den lorc'hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz.
Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.
Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,
Lakait evezh na rafec’h hoc’h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n’ho po ket a c’hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.
Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.
En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù,
Gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma karit ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù.
Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.
Ar publikan, oc’h en em zerc’hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d’an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her!
a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.
Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.