Rak roet en deus e walc'h d'an ene en doa sec'hed, ha leuniet en deus a vadoù an ene en doa naon.
Mazhev 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc’h! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar justis; rag int a vezo rassaziet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Eurus er ré en dès hoant ha séhet d’er santeleah, rac goalhet‐veint. |
Rak roet en deus e walc'h d'an ene en doa sec'hed, ha leuniet en deus a vadoù an ene en doa naon.
Seveniñ a ra c'hoant an holl re a zouj anezhañ, klevout a ra o c'hriadenn hag e tieub anezho.
Ar pezh a ra aon d'an hini drouk en em gavo gantañ, met c'hoant ar re reizh a vo roet dezho.
An hini a heuilh ar reizhder hag an drugarez a gavo ar vuhez, ar reizhder hag ar c'hloar.
Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!
AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.
An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.
Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.
Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,
evit ma viot bronnet ha m'o devo ho kwalc'h gant laezh he frealz, hag evit ma sunot ha m'o devo plijadur gant leunder he gloar.
Leuniet en deus a vadoù a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
Eürus oc’h, c’hwi hag hoc’h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc’h, c’hwi hag a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!
Gwalleur deoc’h, tud leuniet! rak c’hwi ho po naon. Gwalleur deoc’h, ar re a c’hoarzh bremañ! Rak c’hwi en em c’hlac’haro hag a ouelo.
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.