An den zoken, hag e oan e peoc'h gantañ, an hini en doa va fiziañs hag a zebre bara ganin, en deus savet e droad em enep.
Mazhev 5:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret: Karout a ri da nesañ hag e kasai da enebour. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret: Karoud a ri da nessa, hag e kasai da enebour. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Cleuet e hoès penaus é ma bet laret: Carein e hrei hou nessan, hag e cazei en hani e zou énep t’oh. |
An den zoken, hag e oan e peoc'h gantañ, an hini en doa va fiziañs hag a zebre bara ganin, en deus savet e droad em enep.
N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezañ barnet.
An Ammonad hag ar Voabad ned aint ket e bodadenn an AOTROU, memes en dekvet rumm ned aint ket e bodadenn an AOTROU, biken,
Mar peurc’hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,
Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.