En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.
Mazhev 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus ar re a zo er glac’har, rak frealzet e vint! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus ar re a zo er glac’har; rag consolet e vezint. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Eurus er ré a galon vad, rac en douar a vuhé e vou dehai. |
En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.
Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.
Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac'hanout, e selaouo ouzhit.
Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.
Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.
Laouenait gant Jeruzalem, bezit el levenez ganti, c'hwi holl a gar anezhi. Bezit ganti eürus-kenañ, c'hwi holl a oa e kañv eviti,
Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.
Ar re a zo en em dennet a dec'ho, hag e vint heñvel ouzh koulmed an traoniennoù war ar menezioù, an holl o huanadiñ, pep hini evit e zireizhder.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.
Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.
Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec’h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù.
Eürus oc’h, c’hwi hag hoc’h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc’h, c’hwi hag a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!
Gwalleur deoc’h, tud leuniet! rak c’hwi ho po naon. Gwalleur deoc’h, ar re a c’hoarzh bremañ! Rak c’hwi en em c’hlac’haro hag a ouelo.
Oc’h en em zerc’hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec’h olevas anezho gant ar c’hwezh-vat.
Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.
Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.