Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 21:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad, hag ar maro na vezo mui. Na vezo mui na kaon, na garm, na poan; rag an traou kenta a zo tremenet.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 21:4
26 Referencias Cruzadas  

An den a zo heñvel ouzh ur c'hwezhadenn, e zeizioù a zo evel ur skeudenn a dremen.


Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.


Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac'hanout, e selaouo ouzhit.


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.


Da heol ne guzho ken, da loar ne steuzio ken, rak an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha deizioù da gañv a vo echu.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.


Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.


Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


An diwezhañ enebour a vo kaset da netra eo ar marv.


ar re a zo oc’h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen.


Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.


Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.


Ar gerioù-mañ: Ur wech c’hoazh, a verk diskar an traoù brañsellet, evel o vezañ bet graet, evit ma pado an traoù divrañsellus.


Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.


Ar bed a dremen, e c’hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.


Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec’h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.


Ar marv ha lec’h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv.


Gwelout a ris un neñv nevez hag un douar nevez, rak an neñv kentañ hag an douar kentañ a oa tremenet hag ar mor ne oa ken.


Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.


rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec’ho pep daeraouenn eus o daoulagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos