Neuze e komprenjont penaos n’en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
Mazhev 5:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak, me a lavar deoc’h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n’antreot ket e rouantelezh an neñvoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag me a lavar deoc’h: Ma n’ez a ket ho chustis dreist hini ar Scribed hag ar Farizianed, na antreot ket en rouantelez an envou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 M’el lare d’oh, ma n’en dé quet guell hou guirioné, eit hani er Pharisiénèd hag eu dud ag el lézen, ne yehet quet de Ranteleah en Nean. |
Neuze e komprenjont penaos n’en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.
Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
Aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d’un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma’z oc’h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno.
War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d’e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
Mar d-eo bet ministrerezh ar gondaonidigezh glorius, ministrerezh ar reizhder a fonn kalz muioc’h e gloar.
Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.