En em reiñ a rejont d'an droukc'hoant er gouelec'h, hag e temptjont Doue el lec'h digenvez.
Mazhev 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: Scrivet eo ive: Na denti ket an Aotrou da Zoue. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e laras dehou: Scrihuet‐é ehué: Ne anzéhet quet en Eutru hou Toué. |
En em reiñ a rejont d'an droukc'hoant er gouelec'h, hag e temptjont Doue el lec'h digenvez.
Ar bobl a glaskas tabut gant Moizez. Lavarout a rejont: Ro deomp dour evit ma evimp. Moizez a lavaras: Perak e klaskit tabut ganin? Perak e temptit an AOTROU?
Hag e voe anvet al lec'h-se Masa ha Meriba, dre m'o doa tabutet mibien Israel ha temptet an AOTROU o lavarout: An AOTROU , ha bez' emañ en hon touez pe n'emañ ket?
D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Derc'hel a reomp bremañ evit eürus ar re lorc'hus. Ya, ar re a ra an drougiezh a ra berzh; ya temptañ a reont Doue, hag en em dennont!
an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,
Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet: Tennet ec’h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn?
Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.
Bremañ eta, perak e temptit Doue en ur lakaat war an diskibien ur yev n’hon eus ket bet an nerzh da zougen, nag hon tadoù na ni hon-unan?
Neuze Pêr a lavaras dezhi: Penaos hoc’h eus en em glevet etrezoc’h evit temptañ Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac’hanout er-maez.
Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.
e-lec’h ho tadoù a demptas ac’hanon, a amprouas ac’hanon hag a welas va oberoù e-pad daou-ugent vloaz.