Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Mazhev 4:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac’hanon ha me a raio ac’hanoc’h pesketaerien dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe: Deut var va learc’h, ha me a raio ac’hanoc’h pesketerien tud. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean e laras tehai: Deit guet‐n‐eign, ha me hrei a han‐oh pesquètarion tud. |
Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.
Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Sevel a reas hag en heulias.
Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.
Lavarout a reas da unan all: Heuilh ac’hanon! Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac’hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
An deiz war-lerc’h, Jezuz a c’hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.
Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.
Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.
Mat! Ne’m eus ket bec’hiet ac’hanoc’h, met o vezañ un den troidellus, em eus ho kemeret dre ijin.