Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.
Mazhev 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag arlerh en doé en n’hum tennet a Nazareth, e tas de chome é Capharnaum, kær arvorec, tost de Zabulon ha Nephtali; |
Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.
Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?
Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d’ar Jordan, Galilea ar baganed,
Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, e kelennas enni.
Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c’hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac’ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac’h eus graet e Kafarnaoum.
Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù.
Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana Galilea, e-lec’h m’en doa troet an dour e gwin. Bez’ e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.
O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d’ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c’hoazh deuet d’o c’havout.
Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.