Mab an den, ar re a zo o chom e lec'hioù gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hêrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hêrezh.
Mazhev 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha na zonjit ket lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Beza hon deuz Abraham da dad; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha ne chonget quet de larein én hoh hou‐unan: Ni hun nès Abraham hun tad: rac me lar doh penaus e ell Doué seüel a zoh er mein‐zé bugalé de Abraham. |
Mab an den, ar re a zo o chom e lec'hioù gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hêrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hêrezh.
Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù,
hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne’m eus ket lec’h a-walc’h evit dastum va eost.
O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.
Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Met Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c’hrozmolit en ho kalonoù?
Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n’omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?
Gouzout a ran ez oc’h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d’ar marv abalamour n’en deus ket va ger a zegemer ennoc’h.
Ha brasoc’h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?
Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
Simon en deus disklêriet penaos en deus Doue sellet ouzh ar baganed, evit dibab en o zouez ur bobl d’e anv.