Mazhev 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Yann ne felle ket dezhañ henn ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da’m c’havout? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Ian na felle ket dezhan he vadezi, hag a lavare: Me em euz ezom da veza badezet ganez, hag e teuez d’am c’havout! Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs Yehan e viras dehou, én ul laret: Ret‐é d’eign de vout badéhet guen‐oh, ha deid oh de me gahouèt? |
Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.
Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec’h hep gouzout em eus alies lakaet em soñj da vont d’ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoù all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremañ.
eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec’hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue,
Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.
Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!
Ouzhpenn e-keñver ar veleien, ez eus bet un niver bras anezho, rak ar marv en deus miret outo da chom atav.