Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 3:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Mes ar Scritur he deuz lakeat pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromessa, dre ar feiz en Jesus‐Christ, d’ar re a gred.

Ver Capítulo Copiar




Galated 3:22
31 Referencias Cruzadas  

Ned a ket da varn da servijer, rak den bev ebet ne vo reizh dirazout.


An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.


Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.


met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.


An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh.


Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.


Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d’an holl.


reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,


peogwir o deus holl pec’het, ha ma tioueront gloar Doue,


Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het.


evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.


Setu ar pezh a lavaran: diwar-benn un emglev a oa bet a-ziaraok startaet gant Doue e Krist, al lezenn, deuet pevar c’hant tregont vloaz goude, n’he deus ket gallet e freuzañ ha terriñ ar bromesa.


A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc’h al lezenn, e sell d’ar feiz a dlee bezañ diskuliet.


Ha mar d-oc’h da Grist, ez oc’h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec’hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc’hoant.


Met hervez e bromesa, e c’hortozomp neñvoù nevez hag un douar nevez e-lec’h ma chomo ar reizhder.


Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos