Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 3:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc’h al lezenn, e sell d’ar feiz a dlee bezañ diskuliet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Hogen, araog ma oe deuet ar feiz, e oamp dalc’het da ziwall dindan al lezen, evit ar feiz pehini a dlie beza dizoloet.

Ver Capítulo Copiar




Galated 3:23
15 Referencias Cruzadas  

rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.


Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d’an holl.


Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.


Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d’an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour.


Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn?


Mar d-oc’h renet gant ar Spered, n’oc’h ket didan al lezenn.


Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos