Mazhev 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreuniel; mes lakaad a rai ar pell da zevi en eun tan ha na varvo ket. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ean en dés er scubellen, en é zourn hag e scupou erhat é leur, hag e zastumou en éd ér juler, mæs er pell e vou taulet én en tan divougus. |
Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.
An den kreñv a vo stoub, e oberoù a vo ur fulenn, an eil hag egile a zevo a-unan, ha ne vo den da lazhañ an tan.
Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.
N'eus ket a gounnar ennon. Pa vo roet din drez pe spern da stourm outo, kerzhout a rin warno, hag o deviñ a rin a-unvan,
Dornañ a reer an ed, met ne wasker ket anezhañ dalc'hmat; bountañ a reer rod ar c'harr ha treid ar c'hezeg warnañ, hep flastrañ anezhañ.
An ejened hag an ezen, hag a labour an douar, a zebro boued mat, a vo gwentet gant ar bal hag ar c'hrouer.
O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.
Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.
Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.
O gwentañ a rin gant ur c'hrouer ouzh dorojoù ar vro, o dirannañ a rin eus mibien, va fobl a gasin da goll, rak ne zistroont ket diwar o hentoù.
Met ma ne selaouit ket ouzhin, evit santelaat deiz ar sabad, evit chom hep dougen bec'h ebet, evit chom hep ober dont-tre dezho dre zorojoù Jeruzalem da zeiz ar sabad, e lakain an tan en he dorojoù, deviñ a raio palezioù Jeruzalem, ha ne vo ket mouget.
En amzer-se e vo lavaret d'ar bobl-mañ ha da Jeruzalem: Un avel skarnil a c'hwezh eus lec'hioù uhel ar gouelec'h war hent merc'h va fobl, met n'eo ket evit gwentañ nag evit naetaat.
Hag e kasan a-enep Babilon gwenterien a wento anezhi hag a c'houllondero he bro. Dont a raint warni a bep tu, en deiz ar gwalleur.
Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, va c'hounnar, va fulor a gouezho war al lec'h-mañ, war an dud ha war al loened, war gwez ar parkeier ha war frouezh an douar, va fulor a zevo ha ne vo ket mouget.
Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.
Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.
Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d’ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,
Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Yann en em lakaas da lavarout d’an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc’h egedon, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.