Dont a rejont d'al lec'h m'en doa lavaret Doue. Abraham a savas eno un aoter, a renkas ar c'hoad, a liammas Izaak e vab hag a lakaas anezhañ war an aoter, dreist ar c'hoad.
Mazhev 27:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons‐Pilat, ar gouarner. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ind e hras en ariein hag er hasse dirac er Goarnour Ponce‐Pilat. |
Dont a rejont d'al lec'h m'en doa lavaret Doue. Abraham a savas eno un aoter, a renkas ar c'hoad, a liammas Izaak e vab hag a lakaas anezhañ war an aoter, dreist ar c'hoad.
hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c’hounezo anezhañ hag a denno ac’hanoc’h a boan.
En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c’hoarvezet da C’halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.
Oc’h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d’e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour.
Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
Neuze ar vandenn soudarded, ar c’habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.
En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon.
Neuze ar c’habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c’hourc’hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet.
P’o doe e ereet gant korreoù, Paol a lavaras d’ar c’hantener a oa eno: Hag aotreet eo deoc’h skourjezañ ur c’heodedour Roman, hep ma vefe bet kondaonet?
Neuze, ar re a dlee reiñ dezhañ ar goulenn a bellaas kerkent dioutañ, hag ar c’habiten ivez en doe aon o welout e oa Roman hag en doa e lakaet da vezañ ereet.
Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc’h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ.
Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d’e vugel Jezuz, an hini hoc’h eus droukroet ha dinac’het dirak Pilat, petra bennak m’en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.
Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet
hag a c’houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoù eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem.
Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,
e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.
Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.
Lavarout a rejont dezhañ: Diskennet omp da'z eren, evit da lakaat etre daouarn ar Filistined. Samzun a lavaras: Touit din na sailhot ket warnon.