Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 20:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 hag e livrint anezhan d’ar Jentiled, evit ober goab anezhan, hen skourjeza, hag hen crucifia; mes an drede deiz e resussito.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

19 Hag el laquat e reint étré deourn er Gentiled aveid gobér goab anehou, aveid er foêtall hag aveid er staguein arh er groéz; hag en drivèd dé ean e sàüou a varhue de vihue.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 20:19
30 Referencias Cruzadas  

Mibien a netra e oant, mibien hep anv, a zo bet kaset kuit eus ar vro.


Gant tud drouk, goapaerien pilpous, o deus grigoñset o dent em enep.


Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.


Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.


Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


e lakaat a raint d’ar marv, ha d’an trede deiz ec’h adsavo a varv. Bez’ e voent gwall c’hlac’haret.


Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.


hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.


Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c’holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.


Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.


Pilat eta, o c’hoantaat plijout d’ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.


Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ,


Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.


hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


Dont a reas d’hor c’havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc’h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c’houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed.


Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos