Lavarout a rejont: En em denn alese! Lavarout a rejont c'hoazh: Hemañ a zo deuet amañ evel diavaeziad hag en em vesk da varn! Ac'hanta, ni a raio dit gwashoc'h egeto. Hag, o waskañ Lot gant taerder, e tostajont da derriñ an nor.
Mazhev 26:61 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hemañ en deus lavaret: Me a c’hell diskar templ Doue hag e adsevel e tri devezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He‐man hen deuz lavaret: Me a hell diskar templ Doue, hag hen adsevel en tri deiz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En den‐zé en dès laret: Me elle dismantein en Ty‐Doué, hag er hleuiat arré é corv tri dé. |
Lavarout a rejont: En em denn alese! Lavarout a rejont c'hoazh: Hemañ a zo deuet amañ evel diavaeziad hag en em vesk da varn! Ac'hanta, ni a raio dit gwashoc'h egeto. Hag, o waskañ Lot gant taerder, e tostajont da derriñ an nor.
ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.
Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.
Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep?
Evel ma’z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ hag a lavaras d’ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
hag o lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec’h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn.
Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh,
Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
Un nebeud filozoferien epikuriat ha stoikat a gomzas gantañ. Darn a lavaras: Petra a fell d’an teodeg-se lavarout? Ha darn all: Seblantout a ra kemenn doueoù estrañjour. Rak prezeg a rae dezho Jezuz hag an adsavidigezh a varv.
Selaou a rejont anezhañ betek ar gomz-se, hag e savjont o mouezh, o lavarout: Lam ar seurt den-se a-ziwar an douar, rak ne zlefe ket bevañ.