Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 9:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n’ouzomp ket a-belec’h eo.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Ni a oar hen deuz komzet Doue ouz Moises; mes, evit he‐man, na ouzomp ket a be leac’h eo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 9:29
28 Referencias Cruzadas  

ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.


Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.


Roet en deus da anavezout e hentoù da Voizez, hag e vurzhudoù da vibien Israel.


Kas a reas Moizez e servijer, hag Aaron en doa dibabet.


Gwarizi o doe ouzh Moizez er c'hamp, hag ouzh Aaron, sant an AOTROU.


Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet dieubet, lakaet o deus o fiziañs ennout ha n'int ket bet mezhek.


Ho pet soñj eus lezenn Moizez va servijer, am eus roet dezhañ en Horeb evit Israel a-bezh, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù


Moizez a lavaras: Dre gement-mañ ec'h anavezot penaos en deus va c'haset an AOTROU evit ober an holl draoù-se, ha ne'm eus graet netra ac'hanon va-unan.


Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.


Hemañ en deus lavaret: Me a c’hell diskar templ Doue hag e adsevel e tri devezh.


Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.


Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.


Koulskoude ni a oar a-belec’h eo hemañ, hogen pa zeuio ar C’hrist, den n’anavezo a-belec’h eo.


Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C’hwi a anavez ac’hanon hag a oar a-belec’h ez on. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met an hini en deus va c’haset a zo gwirion ha n’anavezit ket anezhañ.


Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac’hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec’h on deuet ha pelec’h ez an. Met c’hwi, n’ouzoc’h ket a-belec’h e teuan na pelec’h ez an.


Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n’eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c’hell un den a zo pec’her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.


Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar ez eo an den-se ur pec’her.


An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec’h ket a-belec’h eo, hag en deus digoret va daoulagad din.


Selaou a rejont anezhañ betek ar gomz-se, hag e savjont o mouezh, o lavarout: Lam ar seurt den-se a-ziwar an douar, rak ne zlefe ket bevañ.


Met sikouret gant Doue, on chomet betek hiziv, o tougen testeni dirak ar re vihan ha dirak ar re vras, hep lavarout netra all nemet ar pezh en deus ar brofeded ha Moizez diouganet a dleje c’hoarvezout,


Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er vodenn.


N'eo biskoazh savet profed ebet en Israel evel Moizez, en devoa anavezet anezhañ an AOTROU dremm ouzh dremm,


Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,


en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos