Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
Mazhev 26:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Penaos eta e vefe peurc’hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c’hoarvezout evel-se? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Penaos eta e vefe neuze accomplisset ar Scrituriou, pere a lavar ez eo red e c’hoarvezfe an traou‐man holl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Penaus enta e vou er scritur laquet de vout é guirioné, a p’en dé merchet é‐teli bout él men? |
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?
Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ! Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.
Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,
Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc’hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c’henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.