Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ! Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Mab an den evit gwir a ia kuit evel ma’z eo bet scrivet divar he ben; mes malheur d’an hini gant pehini e vezo trahisset Mab an den; gwell e vez d’an den‐ze na vije ket bet ganet.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

24 Mab en Dén, aveit guir, e ya quit, revé mei scrihuet; Mæs goah d’en dén guet péhani e vou gúerhet Mab en Dén: guell vehé bet d’en dén‐zé ne vezé bet biscoah ganet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:24
34 Referencias Cruzadas  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Ni a gave plijadur o komz asambles, ni a yae da di Doue gant an engroez.


Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


Gwalleur d’ar bed abalamour d’an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d’an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc’h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer ha deñved an tropell a vo stlabezet.


Penaos eta e vefe peurc’hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c’hoarvezout evel-se?


Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.


Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ. Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.


Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?


Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma’z eo merket, met gwalleur d’an den-se ma’z eo droukroet drezañ!


hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz.


E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.


Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc’hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d’ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.


Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc’h d’e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.


evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.


Kelennet em eus deoc’h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos