C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c’hasas a-du war ur menez uhel.
Mazhev 26:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza kemeret ganthan Per ha daou vab Zebede, e commansaz beza trist ha gwall ankeniet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ean e gueméras guet‐hou Pierre ha deu vab Zebede, hag ean e goéhas én ur gloès hag én ur dristedigueah vras. |
C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c’hasas a-du war ur menez uhel.
Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.
Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Hag ac’hano, o vont un tamm a-raokoc’h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.