Hag e teuas d'en em zerc'hel dirak e vestr. Elizea a lavaras: A-belec'h e teuez, Gehazi? Hag e respontas: Da servijer n'eo aet nag amañ nag aze.
Mazhev 26:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Judaz, an hini en droukroe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec’h eus. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Judas, pehini hen trahisse, o komz outhan, a lavaraz: Mestr, ha me eo? Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret ec’h euz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Judas péhani e hùerhas anehou, e houlennas ehué: Eutru: ha mé‐é? Jesus e laras: Hui e hoès el laret. |
Hag e teuas d'en em zerc'hel dirak e vestr. Elizea a lavaras: A-belec'h e teuez, Gehazi? Hag e respontas: Da servijer n'eo aet nag amañ nag aze.
Evel-se emañ hent an avoultrerez: debriñ a ra hag e torch he genoù, ha goude-se e lavar: Ne'm eus ket graet a zroug.
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar.
Lavarout a rejont holl: Te eo eta Mab Doue? Hag e respontas dezho: C’hwi henn lavar, rak bez’ ez on.
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.