Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Mazhev 26:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, unan ac’hanoc’h am droukroio. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oant o tibri, e lavaraz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag a pe oént é taibrein, ean e laras dehai: E guirioné m’el lare d’oh, unan a han‐oh em gùerhou. |
Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Gwall c’hlac’haret e oant ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha me eo?
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
P’en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h am droukroio.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.