Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc’h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.
Mazhev 26:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-’n den ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost, ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen a respontaz: It en kear da gavoud hen‐ahen, ha livirit dezhan: Ar mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask en da di gant va diskibien. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jesus e laras tehai: Quêrhet é kær de dy ean‐a‐ean, ha laret dehou: En Eutru e lare d’oh, tostad e ra m’amzér, en hou ty é tan d’hobér er Pasq guet men disciplèd. |
Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc’h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
An diskibien a reas evel m’en doa Jezuz gourc’hemennet dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Evel ma komze c’hoazh, tud eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc’h a zo marv, na dregas ket ken ar Mestr.
Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n’hoc’h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc’h eur ha galloud an deñvalijenn.
P’he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c’halvas Mari he c’hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c’halv ac’hanout.
A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.
Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!
Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur.
Jezuz a lavaras eta dezho: Va amzer n’eo ket deuet c’hoazh, met hoc’h amzer a zo atav dereat.
Evidoc’h-c’hwi, it d’ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c’hoazh dezhañ, rak va amzer n’eo ket c’hoazh peurc’hraet.