Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 21:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc’h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ha mar lavar unan‐benag eun dra‐benag deoc’h, livirit da hennes hen deuz an Aotrou ezom anezhe, ha rag‐tal ho lezo da zond.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

3 Ha mar goulennér guet‐n‐oh, perac é ret quement‐cé, laret en en dès en Eutru d’hobér anehai, ha quentéh ean hou lausquou de vonnet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 21:3
18 Referencias Cruzadas  

Sav, kae da Sarepta, a zo da Sidon, ha chom eno. Setu em eus roet urzh d'ur vaouez intañvez da vagañ ac'hanout eno.


D'ar c'hentañ bloaz eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:


Neuze pennoù tadoù Juda ha Benjamin, an aberzhourien hag al Levited, an holl re a zihunas Doue o spered, a savas evit pignat da sevel ti an AOTROU a zo e Jeruzalem.


Benniget ra vo an AOTROU, Doue hon tadoù, en deus lakaet kement-se e kalon ar roue evit enoriñ ti an AOTROU a zo e Jeruzalem,


Salm David. D'an AOTROU eo an douar ha kement a zo ennañ, ar bed hag ar re a zo o chom ennañ.


o lavarout dezho: It d’ar vourc’h a zo dirazoc’h, kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti. Distagit anezho hag o degasit din.


Kement-se a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:


ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.


An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.


N’eo ket servijet gant daouarn an dud evel m’en defe ezhomm eus un dra bennak, eñ an hini a ro d’an holl ar vuhez, an anal hag an holl draoù.


Grasoù ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc’h e kalon Tit,


Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Saül ivez a yeas d'e di da C'hibea, hag ez eas gantañ an dud kadarn en doa teneraet Doue o c'halon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos