Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.
Mazhev 24:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se c’houi ive en em zalc’hit prest; rag Mab an den a zeuio d’an heur ha na sonjit ket. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hui e zeli enta hum derhiel perpet reih, rac ne houyet quet pegourz e teli Mab en Dén donnet. |
Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.
Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
E-pad ma’z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.
Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.
Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec’h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.
En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.