Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

45 Piou eo eta ar servicher fidel ha fur a zo bet lakeat gant he aotrou da vestr var he diegez, evit rei d’he vevelien ho boued d’ar poent?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

45 Pihue enta e zou er méhuel fur hag a squian vad, péhani en dès é Eutru carguet a é tyagueah, eit rein de gourz de beb unan é vouit?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:45
28 Referencias Cruzadas  

Neuze an holl dud skiantek a rae holl labour ar santual a guitaas pep hini anezho al labour a rae,


Grad-vat ar roue a zo evit ar servijer poellek, met droug a vo a-enep an hini a raio mezh dezhañ.


An den leal en devo bennozhioù e-leizh, met an hini a hast pinvidikaat ne chomo ket digastiz.


Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d'ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vêsaerien peuriñ an tropell?


Hag e lavaras din: Amañ emañ ar c'heginoù, e-lec'h ma vo lakaet da virviñ gant servijerien an ti aberzhoù ar bobl.


Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.


Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.


Eürus ar mevel-se pa zeuio en-dro e aotrou, mar d-eo kavet gantañ oc’h ober evel-se.


Pemp anezho a oa fur ha pemp a oa diskiant.


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc’h.


Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma’z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,


An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.


Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d’ar pezh a dlee bezañ lavaret,


Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.


Ar servijer karget eus ar vederien a respontas: Ur vaouez yaouank eus Moab eo, deuet eo gant Naomi eus maezioù Moab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos