Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Rag, evel ma teu al luc’heden euz ar Zavheol ha ma sclera beteg ar C’huz‐heol, evel‐se ive e vezo donedigez Mab an den.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

27 Rac er Chrouist e zei él ur vrogonen péhani e ride a zoh er saüe‐hiaul d’er huh‐hiaul: él‐cé e vou donnedigueah Mab en Dén.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:27
18 Referencias Cruzadas  

E gas a ra dindan an holl neñvoù, e luc'hed a ya betek pennoù pellañ an douar.


Hag e kasez luc’hed? Hag ez eont o lavarout dit: Setu ni amañ?


An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.


Ar bevien a yae hag a zeue gant neuz ar c'hurun.


An AOTROU a vo gwelet a-us dezho, hag e vir a yelo evel al luc'hed. An Aotrou AOTROU a sono ar shofar hag a yelo e korventenn ar c'hreisteiz.


Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.


Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


Mar lavarer eta deoc’h: Setu, emañ el lec’h distro, n’it ket; Setu, emañ er c’hambroù, na gredit ket.


Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?


Ar pezh a c’hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c’hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den.


hag ne ouezjont netra betek ma teuas al liñvadenn-veur d’o c’has holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den.


Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.


Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.


C’hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreñvait ho kalonoù, rak donedigezh an Aotrou a zo tost.


hag a lavaro: Pelec’h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma’z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos