Mazhev 24:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz a fals-profeded a savo hag a dromplo kalz a dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha meur a fals‐profet a zavo, hag a dromplo kalz a dud. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha donnet e hrei calz a fall brofætèd péré e houniou hilleih a dud. |
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.
Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C’hrist. Hag e tromplint kalz a dud.
Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.
ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc’h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc’h.
Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,
Bez’ ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez’ e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac’hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.
Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc’h eus klevet e teu an enepkrist, bez’ ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec’h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ.
Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.