Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc’h eus klevet e teu an enepkrist, bez’ ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec’h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Bugaligou, hou‐man eo an heur diveza; hag evel ma hoc’h euz klevet e tle dond an Ante‐Christ, brema dija ez euz meur a ante‐christ; dre eno ec’h anavezomp ema an heur diveza.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 2:18
24 Referencias Cruzadas  

Kalz a fals-profeded a savo hag a dromplo kalz a dud.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.


Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C’hrist. Hag e tromplint kalz a dud.


Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo. Hag e tromplint kalz a dud.


Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n’hoc’h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.


Ha kement-se a dleit d’ober en abeg d’an amzer ma’z omp ennañ, rak houmañ eo an amzer deomp da zihuniñ eus hor c’housk, pa’z emañ ar silvidigezh tostoc’h deomp eget pa hon eus kredet.


An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.


en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.


raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,


c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


Bez’ ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez’ e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac’hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


Piv a zo gaouiat, ma n’eo an hini a nac’h ez eo Jezuz ar C’hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac’h an Tad hag ar Mab.


Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.


ha pep spered n’anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig n’eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc’h eus klevet lavarout emañ o tont, hag a zo dija a-vremañ er bed.


Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.


Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos