Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 2:19
30 Referencias Cruzadas  

Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.


Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet kuit.


Ur gwall bennak a bouezh warnañ, setu eñ gourvezet, emezo, ha ne adsavo ken.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.


Ar re a zo war al lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n’o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.


Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.


met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.


Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac’hanoc’h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc’h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc’het ha mirout al lezenn, ar pezh n’hon eus ket gourc’hemennet dezho,


ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc’h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc’h.


N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel,


rak ret eo e vefe disrannoù en ho touez, evit ma vo diskuliet ar re ac’hanoc’h a zo aprouet.


Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,


Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.


Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.


Met ne d-aint ket pelloc’h, rak o follentez a vo anavezet gant an holl evel ma voe ivez hini an daou-se.


Evidomp-ni, n’omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.


Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.


Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:


Ar re-se a zo tud hag en em zisparti o-unan, tud douget d’o c’horf ha n’emañ ket ar Spered ganto.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos