Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 24:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

24 Rac guélèd e vou fall Christèd, ha fall profætèd péré e hrei burhudeu quen souéhus me lorbehent, pe vehé guellus, en ineanneu difforhet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 24:24
31 Referencias Cruzadas  

Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.


Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.


Kalz a fals-profeded a savo hag a dromplo kalz a dud.


Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.


Setu, henn lavaret em eus deoc’h a-raok.


Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.


Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C’hrist. Hag e tromplint kalz a dud.


Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.


Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ?


Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c’haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma’c’h adsavin anezho a varv d’an deiz diwezhañ.


Paol en doa lakaet en e benn tremen eeun en tu all da Efez, evit na gollfe ket a amzer en Azia, rak hastañ a rae buan evit en em gavout e Jeruzalem, mar boa posupl, deiz ar Pantekost.


Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc’h, bezit e peoc’h gant an holl dud.


Petra eta a rae neuze hoc’h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc’h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din.


Mar sav ez kreiz ur profed pe un huñvreer, hag a ro dit ur sin pe ur burzhud,


Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.


c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.


Re garet-mat, c’hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec’h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec’h da gouezhañ eus ho started.


Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc’h eus klevet e teu an enepkrist, bez’ ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec’h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ.


Piv a zo gaouiat, ma n’eo an hini a nac’h ez eo Jezuz ar C’hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac’h an Tad hag ar Mab.


Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos