Mazhev 23:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre-se, setu, e kasan deoc’h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d’eben, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dre‐ze, setu, e kassan deoc’h profeted, tud fur ha Scribed; c’houi a lazo hag a grucifio lod; a skourjezo lod all en ho sinagogou, hag a bersecuto anezhe deuz an eil kear d’eben. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Dré‐zé, chetu é han de gasse d’oh profætèd, ha tud fur, ha Scribed; ha bout e vou a nehai lod e laquehet d’er marhue ag er groéz, lod aral e vou dispennet a dauleu én hou synagogueu ha casseit dré‐z‐oh a gær de gær; |
Met irienniñ a rejont a-enep dezhañ, hag e lazhjont anezhañ gant mein, war urzh ar roue, war leurenn ti an AOTROU.
Kerkent ha m'en doe Jeremiaz echuet da lavarout kement en doa an AOTROU gourc'hemennet da lavarout d'an holl bobl, ma krogas an aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl ennañ, o lavarout: Mervel a ri!
Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.
Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
Testiñ a rit evel-se a-enep deoc’h hoc’h-unan penaos oc’h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.
Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.
Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
Neuze Yuzevien a zeuas eus Antioch hag eus Ikoniom hag a c’hounezas ar bobl. O vezañ meinataet Paol, e stlejjont anezhañ er-maez eus kêr, o krediñ e oa marv.
Judaz ha Silaz, o vezañ profeded o-unan, a galonekaas hag a greñvaas ar vreudeur dre veur a brezegenn.
Bez’ e voent a-du gant e ali. O vezañ galvet an ebestel ha goude bezañ lakaet o skourjezañ, e tifennjont outo komz en anv Jezuz hag e lezjont anezho da vont kuit.
Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,
Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.
Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.
o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.
meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c’hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec’hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,
Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.