Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 36:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 36:26
34 Referencias Cruzadas  

Kae ac'hann, tro etrezek ar sav-heol, ha kuzh e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.


Sav, kae da Sarepta, a zo da Sidon, ha chom eno. Setu em eus roet urzh d'ur vaouez intañvez da vagañ ac'hanout eno.


rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Neuze roue Israel a lavaras: Kemerit Mika ha kasit-eñ da Amon, gouarnour ar gêr, ha da Joaz, mab ar roue,


Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, eñ gant e vagerez, e sal ar gweleoù, ha ne voe ket lakaet d'ar marv.


ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.


o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na rit ket a zroug da'm frofeded!


An AOTROU a ziwallo da zont ha da vont, a-vremañ ha da viken.


Rak va c'huzhat a raio en e repu en deiz fall, va c'huzhat a raio e sekred e dabernakl. Sevel a raio ac'hanon war ur roc'h.


Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh.  Ehan


D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Al-Tashed". Pa dec'has er vougev dirak Saül.


O Doue! Selaou va mouezh pa gomzan, diwall va buhez diouzh an enebour am spouron.


An hini a zo o chom e repu kuzhet an Uhel-Meurbet, a ziskuizh e skeud an Holl-C'halloudeg.


Kae va fobl, kae da'z kambroù, serr an dorojoù war da lerc'h, en em guzh evit ur pennad bihan, betek ma vo tremenet ar gounnar.


Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv.


Neuze ar pennoù a lavaras da Varuk: Kae hag en em guzh, te ha Jeremiaz, ha ra ne ouezo den pelec'h e viot.


Goude-se Jeremiaz a roas an urzh-mañ da Varuk o lavarout: Me a zo dalc'het, ne c'hellan ket mont da di an AOTROU.


Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.


Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec’h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.


Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.


Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec’h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c’hoazh.


Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.


O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec’h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c’hortoze ar bobl yuzev.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos