Ruben a lavaras: Na skuilhit ket gwad, taolit anezhañ er puñs-glav-se a zo er gouelec'h ha na lakait ket ho taouarn warnañ. Kement-se a oa evit e lemel eus o daouarn hag e reiñ d'e dad.
Neuze ar briñsed hag ar bobl a lavaras d'an aberzhourien ha d'ar brofeded: An den-se n'eo ket dellezek a varv, rak en anv an AOTROU hon Doue eo en deus komzet ouzhimp.
Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.
e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoù a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoù.