Jeremiaz 36:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, goude m'en doa devet ar roue ar roll hag ar c'homzoù en doa Baruk skrivet diouzh genoù Jeremiaz:
P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled.