Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 23:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec’hot diouzh kastiz ar gehenn?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Serpanted, raç an aered‐viber, penaos e tec’hot‐hu diouz barnedigez an ifern?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

33 Aëron, rumad en aëron‐viber! penaus é tehethui tré varn en Ihuern?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 23:33
17 Referencias Cruzadas  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Ar re a zo o chom en tu-mañ d'an harz a lavaro en deiz-se: Setu ar pezh eo deuet da vezañ hon esperañs, a redemp daveti da glask sikour evit bezañ dieubet diouzh roue Asiria! Penaos e tec'himp-ni?


Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.


Deuit da leuniañ eta muzul ho tadoù.


Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.


Lavarout a rae eta d’ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?


Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,


penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos