Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 23:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Testiñ a rit evel-se a-enep deoc’h hoc’h-unan penaos oc’h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

31 Evel‐se c’houi a zo testou a‐enep deoc’h hoc’h‐unan, penaos ez oc’h bugale ar re ho deuz lazet ar brofeted.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

31 El‐cé, beèh test d’oh hui hou ç’hunan penaus hui e zou bugalé er ré ou dès lahet er brofætèd.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 23:31
11 Referencias Cruzadas  

Met Doue a daol outo ur bir. A daol-trumm ez int skoet.


En abeg da bec'hedoù he frofeded ha da zireizhder hec'h aberzhourien, o deus skuilhet en he c'hreiz gwad ar re reizh.


en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.


Deuit da leuniañ eta muzul ho tadoù.


Dre-se, setu, e kasan deoc’h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d’eben,


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.


Jozue a lavaras d'ar bobl: Testoù ez oc'h a-enep deoc'h, penaos hoc'h eus dibabet hoc'h-unan an AOTROU evit e servijañ. Hag e lavarjont: Testoù omp!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos