Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.
Mazhev 23:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag piou‐benag en em huellaio, a vezo izelleet; ha piou‐benag en em izellaio, a vezo huelleet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac pihue‐benac en hum ihuellou, e vou izellet: ha pihue‐benac en hum izellou, e vou ihuellet. |
Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.
An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.
Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac’hanoc’h pa vo an amzer,