Mazhev 21:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie, en eur lavaret: Hozanna da Vab David! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou! Hozanna en huella euz an envou! Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Har er ré en helié e laré a voéh ihuél: Hosanna de Vab David! Revou beniguet en hani e za aberh Doué! hosanna é lein en Nean. |
Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno.
rak me a lavar deoc’h, ne’m gwelot mui pelloc’h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
Evel ma’z ae Jezuz pelloc’h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
Setu, ho ti a vo lezet deoc’h didud, met e gwirionez e lavaran deoc’h, ne’m gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!