Me a lavar c’hoazh deoc’h penaos mar en em laka daou ac’hanoc’h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.
Mazhev 21:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kement a c’houlennot dre ar bedenn, mar kredit, a vo roet deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kement tra a c’houlennot, en eur bedi, mar credet, hen recevfot. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha quement tra ma houlehennet guet fé ér beden, e vou reit d’oh. |
Me a lavar c’hoazh deoc’h penaos mar en em laka daou ac’hanoc’h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.
Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d’ar re o goulenn digantañ.
Setu perak e lavaran deoc’h: Kement a c’houlennot en ur bediñ, kredit e resevot anezhañ ha kement-se a vo roet deoc’h.
Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.
Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.
Petra bennak a c’houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c’hourc’hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.