Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.
Mazhev 2:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ino e cavant er hroaidur guet Mari é vam, hag e stouyant étal d’hou, eid en adorein; Nezé ind e zigueoras ou zrésolieu, hag e guenigueas dehou, é rô, eur, ançans, ha mirrh. |
Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.
Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne zeuas biskoazh un niver ken bras a louzoù-frondus, evel ma roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.
Dont a reas da Jeruzalem gant un heuliad bras, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon.
Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!
Karout a rez ar reizhder hag e kasaez an drougiezh, setu perak, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted!
Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.
Bevañ a raio hag e vo roet dezhañ aour Seba. Hep paouez e pedor evitañ ha bemdez e vo benniget.
Kemer al louzoù-frondus mat-meurbet: mir tanav, pemp kant sikl; kinamona frondus, an hanter, da lavarout eo daou c’hant hag hanter-kant; korz frondus, daou c’hant hag hanter-kant;
An AOTROU a lavaras ivez da Voizez: Kemer louzoù-frondus, stakte, oniks, galbanom hag ezañs glan, e lodennoù kevatal.
Piv eo an hini a bign eus ar gouelec'h evel kolonennoù moged, frondet gant mir hag ezañs, gant pep seurt louzoù-frondus ar varc'hadourien.
Un niver bras a gañvaled a c'holoio da vro, dremedaled eus Madian hag eus Efa. Dont a raint holl eus Seba, o tegas aour hag ezañs, oc'h embann meuleudioù an AOTROU.
An aberzhour a gemero un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs a zo war an donezon, hag e lakaio kement-se da vogediñ war an aoter, ur c’hwezh dudius, un eñvor d’an AOTROU.
Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.
Daouzek hanaf aour leun a c'hwezh-vat, pep hini a oa a zek sikl, hervez sikl ar santual; holl aour an hanafoù a oa a gant ugent sikl.
Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c’hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
Evel ma komze c’hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ.
en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ.
Mont a rejont eta buan di hag e kavjont Mari ha Jozef, hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c’hraou.
O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem.
Nikodem, an hini a oa aet er penn-kentañ, en noz, da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur eus ur veskadenn mir hag aloez.
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
P’en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c’hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.
Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.