Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 2:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

11 Hag ino e cavant er hroaidur guet Mari é vam, hag e stouyant étal d’hou, eid en adorein; Nezé ind e zigueoras ou zrésolieu, hag e guenigueas dehou, é rô, eur, ançans, ha mirrh.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 2:11
33 Referencias Cruzadas  

Hogen, ginivelez Jesus‐Christ a c’hoarvezaz evel‐hen: Goude ma oe dimezet Mari, he vam, da Josef, araog ma oant eat assambles, hi en em gavaz brazez dre ar Spered‐Santel.


Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan.


Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret: E gwirionez, te eo Mab Doue.


Ha pa veljont ar stereden, e oe karget ho c’halon gant eur joa vraz.


setu e teuaz majed euz ar Zao‐heol da Jerusalem, en eur lavaret: Pe leac’h eman an hini a zo ganet da roue d’ar Judevien? rag gwelet hon euz he stereden er Zao‐heol, hag ez omp deuet d’hen adori.


Mond a rejont eta gant hast, hag e kavjont Mari, ha Josef, hag ar bugel bihan gourvezet er manjouer.


Hou‐man, o veza en em gavet eno en heur‐ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.


Nicodem, pehini a oa deuet da genta da gavout Jesus en noz, a zeuaz ive, ha ganthan var‐dro kant lur aloez ha mirrh mesket assambles.


Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos