Hen a respontaz: Perag am galvez‐te mad? N’ez euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken. Hogen mar fell d’id mond er vuez, mir ar gourc’hemenou. Pe re? emezhan. Jesus a respontaz dezhan:
O douget ec'h eus da zont en-dro da'z lezenn, met kendalc'het o deus el lorc’hentez, hep selaou da c'hourc'hemennoù, ha pec'het o deus a-enep da varnedigezhioù, a laka da vevañ an hini a ra diouto. Tennet o deus ur skoaz a-dreñv, reudet o gouzoug, ha n'o deus ket selaouet.
Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, ne virjont ket va barnedigezhioù evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho er gouelec'h.